en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Spi a zo en-dro evit Amzer Nevez !

Spi a zo en-dro evit Amzer Nevez !

Spi a zo en-dro evit Amzer Nevez goude freuz-stal ar gevredigezh e miz Meurzh.

Ur raktres nevez a zo savet tamm ha tamm evit ar greizenn a oa bet krouet e 1981 e Plañvour e-tal an Oriant. Krouet e oa bet ur c’holektif get arzourion ha tud tost doc’h sevenadur ar vro e miz Meurzh. Lañset o doe ur galv evit saveteiñ Amzer nevez ha 4000 sinadur o doa bodet.

Ster a zo bet dibabet él anv evit ar c’holektif. Nicolas Syz a gemerperzh enan, a ya da laret deomp penaos eo aet an traoù a-raok e korf ar mizioù paset.

Ster a ra àr-dro ar lodenn arzel hag leurenn ar vro, met chom a ra c’hoazh pasabl a c’houlennoù da ziskoulmañ evit gouiet penaos e vo meret ar savadur a zo 2700m2. Afer eh eus da baeañ tro-dro 100 000 euro frejoù monet en dro bep plez, hervez Fabrice Loher, maer an Oriant.

Ouzhpenn da ti ar vro Bro An Oriant a vo marse degemeret er savadur, meur a gevredigezh a chomay a-barzh : Stumdi, Kenleur, Sonerion hag unan nevez al Lorient Pipe Band.

Liamm ar sinadeg:

https://www.change.org/p/pr%C3%A9servons-notre-sc%C3%A8ne-de-territoire-bretonne-sauvons-amzer-nevez

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio